Pajenn:Catechis, 1815.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
Catechis


G. Petra gommand Doue dimp-nîn dre an drede Gourc’hemen, ar Sulio Santel, etc. ?

R. Commandi ra dimp tremen an deïo-se santelamant.

G. Petra so red da ober evid sanctifiân ar Sulio ?

R. Servigi Doue, ha lezel ep labourât.

G. Petra eta a dle eur C’hristen mat da ober an deïo-se ?

R. Beân assidu dan offiço divin, frequenti ar Sacramancho, pedi Doue, hac ober œuvro mat.

G. Petra leret-u dimeus ar re a dremen an deïo-se er marc’hajo, er c’hoario, en tavernio ?

R. Christenien fall int, ha profanatourien an Deïo Santel.

PROFIT.

1. Disquoë an enormite eus ar blasphemo, al leoudouet, hac an imprecationo.

2.° Trec'hi ar goler sourcen eus al leoudouet.

3.° Goulen permission, mar deus necessite, da labourât da Sul pe da Oël.


IV Quentel.

Voar ar bevare hac ar bempet Gourc’hemen.

4. Da Dad, da Vam a henori evid pell amser ma vivi.

5. Muntrer na vi en nep fæçon паc a effet паc a galon.

G. PEtra gommand Doue d’ar vugale dre ar bevare Gourc’hemen, da Dad, da Vam, etc. ?

R. Caret o zud ; ho respeti, senti oute, hac e assistân en ho ezomo spirituel pe gorporel.