Pajenn:Catechis, 1815.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
Catechis


G. Penos e lazer spirituelamant ine an Nessân ?

R. О reîn deân goal exempl, pè ous è sollicitân dar pec’het marvel.

G. Penos e c’heller beân muntrer a galon ?

R. Dre ar valiç, ar vengeanç, ar gassoni, hac an anvi.

G. Obliget omp-eta dre ar bempet Gourc’hemen da garet an oll ?

R. Ya, memeus hon enemiet.

G. Petra dleomp-nîn da ober ên quênver hon ennemiet ?

R. Pardoni deze a galon,
Coms oute gant affection ;
Ouspen balamour da Zoue
Caret hac ober vad deze ;
Lezel ep drouc coms aneze,
Ha pedi Doue evite.

PROFIT.

1.° Disquoë o c’harg dan Tado, Mamo, ha dar Vugale ; dar Mæstro, Mæstreset, ha domestiquet, etc.

2.° Ar c’herello, an injurio, indign memeus deus eur Païen honest.

3.° Soufr, an injurio abalamour da J.-C.


V Quentel.

Voar ar c’hoec’hvet ha naovet Gourc’hemen.

6. Dioual ous al lubricité hac a gorf hac a volante.
9. Ne c’hoanta dre luxur pec’hi, паc ên sonch vil nen em blichi.


G. Petra difen Doue ouzimp-nîn dre an daou Gourc’hemen-mân ?

R. Difen a ra ouzimp ar songeo, an desirio