Pajenn:Catechis, 1815.djvu/51

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
Treguer.


G. Gred un act a Adoration.

R. Moc’h ador, Doue ma C’hroüer,
Moc’h ador, Jesus ma Salver;
C’hui eo ma Mestr ha ma Roue,
Ha dec’ h ôn tout corf hac ine.

G. Penos e adoromp-nîn an Autro Doue ?

R. Dre ar vertuïo Theologal, ha dre ar vertu a Religion.

G. Pet vertu Théologal so ?

R. Teir, ar Fe, an Esperanç, hac ar Garante.

G. Perac int-y hanvet Theologal ?

R. Abalamour ma conduont an ine directamant da Zoue.

G. Petra eo ar Fe ?

R. Un donæson digant Doue dre behini e credomp ennân, ha quement en deus revelet de Ilis.

G. Нac en so necesser ar Fe evid beân salvet ?

R. Ya, anes ar Fe eo impossibl pligeout da Zoue.

G. Gred un act a fe voar an oll guirioneo a fe generalamant.

R. Mên a gred ferm, ô ma Doue, etc. (en fin ar c’hatechis.)

G. Petra eo an Esperanç ?

R. Un donæson digant Doue dre behini e esperomp e c’hraç er bed-mân, hac e c’hloar er bed -all, dre verito Jesus-Christ hac hon œuvro mat.

G. Pere eo ar viço contræl dan esperanç ?

R. An disesperanç hac ar bresomption.

G. Leret dîn ar voïen da antreteni ha da grênvaat hon Esperanç ?

R. Ober erfat Oræson.

D