Pajenn:Catechis, 1815.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
Catechis.


G. Gred un act a Esperanç ?

R. Ma Doue, ma oll esperanç, etc. (en fin ar c’hatechis.)

G. Petra eo ar Garante ?

R. Un donæson digant Doue dre behini e queromp aneân dreist peb tra abalamour deân e unân, hac hon Nessân evel domp hon unân abalamour da Zoue.

G. Petra eo caret Doue dreist peb tra ?

R. Rei dean ar breferanç hac ar plaç quenta en hon c’halon.

G. Piou eo hon Nessân ?

R. Ar bed oll, ha quement so capabl da veân Salvet.

G. Petra eo caret hon Nessân ?

R. Souhæti hac ober vad deân evel dimp hon unân.

G. Petra eo ar Religion ?

R. Eur vertu excelant dre behini e henorer Doue evel ma eo dleet.

G. Petra gommand c’hoas ar-vertu-mân, ouspen henori Doue ?

R. Commandi ra c’hoas henori ar Sænt hac an Dud Sacr, ha respeti an treo Sacr ha binniguet.

G. Pere eo ar pec’hejo a gommetter a enep ar Religion ?

R. An Idolatri, ar Sorcerès, an Divinerès, ar Superstition, hac ar Sacrilech.

PROFIT.

1.° Ober aliès acto a fe, a esperanç, hac a garante.

2.° Explicân ar pec’hejo a enep ar Religion.

3.° Inspirân horreur ouz al levrio fall.