Pajenn:Catechis, 1815.djvu/38

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
Catechis.



X Quentel.

Voar ar Gredo.

10 Art. Remission ar pec’hejo.
11 Art. Resurrection ar c’horfo.
12 Art. Ar vue eternel.

G. PEtra signifi Remission ar pec’hejo ?

R. Ar buissanç en deus an Ilis digant Jesus-Christ da effaci ar pec’hejo.

G. Hac ên so pec’het impardonabl ebed ?

R. Salocroas, nen deus hini.

G. Petra signifi Resurrection ar c’horfo ?

R. Ar resurrection general a aruo ên fin ar bed.

G. Petra signifi ar vue eternel ?

R. Eur vue all hac a bado birviquen.

G. Hac ên-so necesser evid beân salvet credi an oll articlo eus ar Gredo ?

R. Ya, ha refus da gredi unân epquen a so aoalc’h evid coll ar fe, ha bean daonet.

G. Ha nîn so obliget da gredi un dra bennac ouspen ar pes so er Gredo ?

R. Ya, quement a bropos dimp da gredi hon mam santel an Ilis.

G. Gred un act a fe voar an oll articlo eus ar fe generalamant ?

R. Mên a gred ferm, ô ma Doue,
An oll articlo eus ar fe :
Rac c’hui en deuss-e revelet,
Наc a so guirion pa gomset :
Наc an Ilis a bropos dîn
Аn articlo-se da gredîn.