Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
Treguer.
PROFIT.

1.° Consoli ar bec’herien tentet da gueân en disesperanç.

2.° Prepari hon c’horfo dre ar vortification, dar Resurrection glorius.

3.° Recitân aliès ar Gredo gant devotion.



EIL INSTRUCTION.

Voar ar pes a dleomp da c’houlen.

I Quentel.

AN ОRÆSОN MANTAL.

G. Petra dleomp-nîn da c’houlen ?

R. Ar pes so er Bater, hac er pedenno all aprouvet gant an Ilis.

G. Petra eo ar beden ?

R. Un аntretien gant Doue evid e henori, ha goulen digantân ar pes on heus ezom.

G. Hac en so necesser pedi ?

R. Ya, ar beden eo unan dimeus hon brassân obligationo.

G. Pet sort peden so ?

R. Diou sort, ar beden à galon, hac ar beden. à c’heno.

G. Ar beden a rer da Zoue à c’heno epquen, hac-y so agreabl deân ?

R. Salocroas, er c’hontræl displigeout a ra deân.

G. Petra eo ar beden à galon, pe an Oræson mаntal ?

R. An hini a reomp da Zoue à speret hac à galon epquen.

C3