Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
Treguer.

Christ, Santel e doctrin, Santel e Sacramancho, ha nen deus guiг santeles nemert enni.

G. Perac eo hanvet an Ilis Catholiq, pe universel ?

R. Abalamour ma eo disperset dre ar bed universel, ha ma pado bete fin ar bed.

G. Perac eo hanvet an Ilis Apostoliq ?

R. Abalamour ma eo fondet gant an Ebestel dre ho goat hac ho Doctrin.

G. Piou en deus conservet bete vreman en Ilis Doctrin an Ebestel ?

R. An Esquibien pere so heriterien d’an Ebestel.

G. Perac eo hanvet an Ilis Romæn ?

R. Abalamour ma eo gouvernet gant ar Pap à Rom.

G. Petra signifi Communion ar Sænt ?

R. Eur Gommunaute a vado spirituel entre ar re deus ar Gristenien a so mempro deus an Ilis.

G. Petra eo ar mado spirituel-se commun da vempro an Ilis ?

R. Merito Jesus-Christ ha re ar Sænt а so en Eên ha voar an doüar.

PROFIT.

1.° Trugarecaat Doue do pean gaset er guir Ilis.

2.° Explican petra eo an Iscumunuguen.

3°. Pedi evid ar re so separet dious ar guir Ilis, hac evid ar Gatholiquet à vue fall.

C2