G. Pe da de e ressuscitas hon Salver ?
R. Ar sul Phasq dious ar mintin an drede de goude e varo.
G. Pegueit a chomas-an voar an doüar, goude e Resurrection ?
R. Daou uguent de evid instrui e Ebestel.
G. Pe da de e pignas-an en Eên ?
R. Ar Yaou Basq de Oel an Asçansion.
G. Penos e pignas-an en Eên ?
R. Pignal a eure corf hac ine dre e vertu e hunan.
G. Penos emân hon Salver breman en Eên ?
R. Azeet eo en tu deo da Zoue an Tad oll-galloudec.
G. Petra signifi ar c’homso-se, Azeet en tu deo da Zoue an Tad oll-galloudec ?
R. Da laret eo Jesus-Christ evel Doue, a so quen puissant hac e Dad ; hac evel Den, en deus mui a c’hloar hac a c’hallout evid an oll grouadurien.
G. Evid Petra e pignet hon Salver en Eên ?
R. Evid digueri dimp dor au Eên, beân hon Avocat, ha digaç ar Speret-Santel.
1. ° En em rejouissan gant Jesus-Christ triomphant en he Resurrection.
2.° Huanadi aliès en treze ar Barados ?
VIII Quentel