Pajenn:Catechis, 1815.djvu/33

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
Treguer.

Penos o c’heus scuillet evidon oc’h oll oat,
Ha n’en deus graç ebed, na merit na pardon
Nemert dre ho maro, ha dre ho passion.


PROFIT.

1.° Trugarecaat Jesus Christ dimeus hon Redamption. ha renti deân carante evid carante.

2.° Detèsti ar pec’het so bet caus de souffranço ha de varo.

3.° Unissan hon souffranço gant re hon Salver.


VII Quentel.

Voar ar Gredo.

5 Art. So bed disquennet dan Infernio, ha ressuscitet an drede de a varo da veo.

6 Art. A so pignet en Eên, hac azeet en tu deo da Zoue an Tad oll galloudec.

Disquen hon Salver el Limbo, hac e Resurrection.

G. Pellec’h e tisquennas hon Salver goude e varo ?

R. Disquen a eure dan Infernio.

G. Petra: signifi dan Infernio ?

R. Da laret e al Limbo, ellec’h ma oa an Tado Santel.

G. Piou oa an Tado Santel-se ?

R. Ar re oa maro en stat a c’hraç quent donedigues hon Salver.

G. Evid petra e c’hes hon Salver da gavet an Tado santel ?

R. Evid annonç dè ho Redamption hac ho delivranç.