Pajenn:Catechis, 1815.djvu/32

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
Catechis.


G. Pessort poan à lar-ân a souffre en e Ine ?

R. Laret a re oa trist e Ine betec ar maro.

G. Pet poan principal a soufras-ân en e gorf ?

R. Pemp. 1. E c’hoësas an dour hac ar goat 2. E oe flagellet. 3. E oe curunet a spern. 4. E toûgas e groas. 5. E oe crucifiet.

G. Evid petra en deus hon Salver soufret quement à boanio, hac eur maro quen cruel ?

R. Evid disque dimp e garante hac enormite ar pec’het.

G. Ha ne alje quet un den pe un Æl satisfia da Zoue, hac apesi e Justiç ?

R. Salocroas, abalamour d’an offans a ra ar pec’het da Zoue pehini so infinit.

G. Penos en deus gallet hon Salver mervel, hac en Doue ?

R. Nen de maro nemert evel den, hac evel Doue en deus roet eur pris infinit de souffranço.

G. Evid piou e maro hon Salver ?

R. Evid an oll, hac evid peb hini ên particulier.

G. Pe da de e varvas hon Salver ?

R. Ar Guener ar Groas.

G. Piou so bet caus de varo ?

R. Ar Judevien hac ar Bec’herien.

G. Pegueit e oe-ân er groas quent mervel ?

R. Voardro teir heur, ha neuse e tispartias e ine dious e gorf.

G. Nac e Zivinite ?

R. Nen deo jamæs dispartiet na deus e ine na deus e gorf.

G. Gred un act a fe voar Myster hon Redamption ?

R. Mên a gred fermamant ma Jesus, douç ha mat,