Pajenn:Catechis, 1815.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
Treguer.


G. Pe da de e oe-ân presantet en Templ ?

R. An eil de a vis c’hoevrer de voël ar Chandelour.

G. Pellec’h e tremenas hon Salver an darn vuân e vue ?

R. Er guer a Nazareth.

G. Petra eure hon Salver eno enqueit-se gant Sant Joseph hac ar Voerc’hes ?

R. Obeissân dê, ha prezec dre exempl о c’hortos prezec dre gomso.

G. Pe noat en defoa hon Salver pa gommanças da brezec, ha da ober miraclo ?

R. Voar dro an noat a dregont vla.

G. Petra en deuss-ân disquet dimp-nîn dre e bredication ?

R. An hent da vont dar Barados.

G. Na dre e viraclo ?

R. E oa guir map Doue, hac e oa guir e zoctrin.

PROFIT.

1.° Prononç gant respect an hano Santel a Jesus.

2.° Imitân an obeïsanç deus ar mabic Jesus. 3.° Aг Famill santel, Jesus, Mari ha Joseph, caërаn exempl dar famillo Christen.

4.° Respeti comso Doue, hac o lacaat ên pratiq.


VI Quentel.

Voar ar Gredo.

4 Art. En deus anduret dindan Ponç Pilat, a so bet crucifiet, maro, аc enterret.

Myster hon Redamtion.

G. Hon Salver Jesus-Christ hac ên endeus soufret cals à boanio evidomp ?

R. Ya, ar re vrassân hac en e ine, hac en e gorf.