Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
Catechis.



V Quentel.

Voar ar Gredo.

3 Art. Pehini so bet concevet dre c’hraç ar Speret Santel, so bet ganet deus ar Voerc'hes Vari.

Conception ha Nativite hon Salver.

G. PE da dê e eo concevet hon Salver ?

R. Ar bempet de oarnuguent a vis meurs, de oel an Annonciation.

G. Pellec’h oa ar Voerc’hes pa goncevas hon Salver ?

R. En Judée er guer à Nazareth.

G. Sant Joseph hac en so Tad naturel d’hon Salver ?

R. Salocroas, nende nemert e dad maguer.

G. Penos en deus gallet ar Voerc’hes beân mâm ha Guerc’hes assembles ?

R. Quement se a so eur miracl a buissanç Doue.

G. Pegouls e oe ganet hon Salver ?

R. Noz Nedelec da anter-noz.

G. Pellec’h e oe-ân ganet ?

R. Er guer a Vethleem en eur c’hraoüic dister.

G. Pe da de e oe-ân circonciset hac e commanças scuill e voat evidomp ?

R. An de quenta ar bla, eis de goude ma oa ganet.

G. Pehano a oe roet deân ?

R. An hano a Jesus, da laret e Salver ?

G. Pe da de e oe-ân adoret gant ar Rouane ?

R. De oël ar Rouane, ar c’hoec’hvet a vis Guenver.