Pajenn:Catechis, 1815.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
Treguer.



VIII Quentel.

Voar ar Gredo.

7 Art. Ac’hane e teui da varn ar re veo hac ar re varo.

8 Art. Mên gred er Speret-Santel.

Ar Varn general, hac ar Speret-Santel.

G. HAc en a retorno c’hoas visiblamant hon Salver voar an doüar ?

R. Ya, de ar Varn general.

G. Pegouls e c’haruo de ar Varn ?

R. Ne ouzer nac ar c’houls паc an amser.

G. Petra raï hon Salver dimp-nîn de ar Varn ?

R. Ober dimp renti cont deus hon drouc hac hon mat.

G. Pessort setanç a roïo-ân dan dud Santel ?

R. Deut, Tud binniguet, da bossedi ar Rouantelès preparet dec’h a boue commançamant ar ded.

G. Pessort setanç a roïo-ân dan dud fall ?

R. Et pell diouzin Tud milliguet, da dan an Ifern gant an diaoulo ho consortet.

G. Laret a red e credet er Speret-Santel, petra eo ar Speret-Santel ?

R. An trede pherson eus an Drindet, guir Doue evel an Tad ac ar Map.

G. Pe da de e tisquennas ar Speret-Santel voar an Ebestel ?

R. Dissul ar Pantecost.

G. En pes form e tisquennas-ân ?

R. En form a deodo tan.

C