Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
Treguer.




QUENTA INSTRUCTION.

VOAR AR PES A DLEOMP DA GREDI.


I Quentel.

Voar ar Perfectiono Divin.

1. Art. eus ar Gredo. Mên gred en Doue, etc.

G. PEtra a dleomp-nîn da gredi ?

R. An oll articlo a fe, ha principalamant ar re so er Gredo.

G. Petra eo ar Gredo ?

R. Eur profession a fe composet gant an Ebestel.

G. Pet articl so er Gredo ?

R. Daouzec pere a dle an oll da c’hout.

G. Leret ar Gredo en Latin ?

R.Credo in Deum, (er fin.)

G. Leret ar Gredo en Brezonec ?

R. Mên gred en Doue, etc. (er fin.)

G. C’hui lavar e credet en Doue, pet Doue so ?

R. Unan epquen.

G. Petra eo Doue ?

R. Eur Speret pur Ha Souveræn, Crouër dan Eên ha dan Douar, leun a bep sort perfection.

G. Doue hac en so eternel ?

R. Ya, nen deus quet bed a gommançamant ha nen deveo quet a fin.

G. Pellec’h emân Doue ?

R. Dre oll.

G. Emân ive eta en Ifern, er Purgatoar, hac er Barados ?

R. Ya sur.

B3