Pajenn:Catechis, 1815.djvu/22

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
Catechis.


G. Gred sign ar Groas en Latin.

R. In nomine Patris, et Filii, et Spiritûs Sancti, Amen.

G. Petra eo sign ar Groas ?

R. Sign ar Christen.

G. Perac sign ar Christen ?

R. Abalamour dre sign ar Groas e anaveer eur C’hristen.

G. Ha nîn dle ober aliès sign ar Groas ?

R. Ya, gant fe ha devotion.

G. Pegouls e tleer ober sign ar Groas ?

R. Pa difuner, pa er da gousquet, pa guemerer dour binniguet, en commançamant al labour hac ar beden, ha pa aru eur spont, pe un danger bennac.

G. Perac ober sign ar groas quen aliès ?

R. Evit disque omp c’hristenien, trec’hi hon adversourien, ha santifiân hon œuvro.

PROFIT.

1.° Ober aliès sign ar Groas, principalamant en danger da bec’hi.

2.° Douguen bepret voar nomp eur Groas bennac.

3.° Sign ar Groas a represant tri Myster bras, Myster an Drindet, Myster an Incarnation, ha Myster hon Redamption.

————