G. Petra dleomp-nîn da c’houlen ?
R. Ar pes so er Bater, hac er pedenno all aprouvet gant an Ilis.
G. Petra dleomp-nîn da ober ?
R. Ar pes so gourc’hemennet gant Doue, ha gant an Ilis.
G. Petra dleomp-nîn da receo ?
R. Ar Sacramancho.
G. Piou a dle ober ar c’hatechis en tuont dan dud a Ilis ?
R. An tado, ar mamo, ar mæstro, ar mæstreset hac ar re a ra scol.
G. Piou a dle assistâ er C’hatechis ?
R. Ar vugale, hac an dud vras pervuân.
G. Evid petra an dud vras ?
R. Evid empech da ancoaat, ha disqui ar pes ne ouzont quet.
G. Petra so quos dan dar vuân an dizurso a ren er Gristenès ?
R. An ignoranç eus ar Religion gristen.
1.° Exhorti ar vugale da veân assidu er C’hatechis, hac o zud do digaç.
2.° Disque an excelanç, an necessite, hac an avantajo eus ar C’hatechis.
3.° Jesus-Christ hac e ebestel o deus catechiset.
4.° Disqui dar vugale penos en em gomporti quent, ha goude, hac ênpad C’hatechis.
II QUENTEL
Voar sign ar Groas.
G. Gred sign ar Groas en Brezonec ?
R. En hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel ; evellen beet groët.
B2