Pajenn:Catechis, 1815.djvu/20

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1




CATECHIS TREGUER


Declaratio sermonum tuorum illuminat, et intellectum
dat parvulis
Ps. 118, 150.

An explication dimeus ho comso, ô ma Doue ! a ro
sclerigen hac intendamant dar re vian.


PREPARATION.

I. Quentel.

Voar ar C’hatechis.

Goulen. HA c’hui so Christen  ?

Respond. Ya, a drugare Doue.

G. Piou eo an hini a dle beân hanvet christen ?

R. An hini so badeet, a gred hac a ra profession eus an Doctrin Christen.

G. Petra eo an Doctrin Christen ?

R. Doctrin Jesus Christ.

G. Нac en so necesser gout a praticân an Doctrin Christen ?

R. Ya, mar fell dimp beân salvet.

G. Pellec’h e tisquer an Doctrin Christen  ?

R. Er C’hatechis.

G. Petra eo ar c’hatechis ?

R. Un instruction familier ên pehini e tisquomp pevar zra.

G. Leret din ar pevar zra-se ?

R. Credi, goulen, ober, ha receo.

G. Petra dleomp-nîn da gredi ?

R. An oll articlo a fe, ha principalamant ar re so er Gredo ?