G. Da betra omp-ni obliget dre ar bevare Gourc’hemenn : Ha da Basq e Sacramanti ; Rac-ze e stad vad e vevi ?
R. Obliget omp da gommunia ur veich bep bloa epad ar pemzec-de basq gant an disposicionou necesser.
G. Pelec’h e renquerr communia da Basq ?
R. Pep-hini en e Llis-Barres, ma n’en deus permicion da gommunia e lec’h-all.
G. Penaus e c’hourdrous an Ilis punissa ar re ne gommuniont da Basq ?
R. Gourdroua a ra serri out-o dor an Ilis epad o buhe, ha refus dezo an douar binniguet goude o maro.
G. DA betra omp-ni obliget dre ar bempet Gourc’hemmn : Yun a ri an Daouzec-Deïou, ar Choraïs, ar Vigilou ?
R. Obliget omp da yun ar C’horaïs, an Daouzec-Deïou, hac an de diaroc lod eus ar Goueliou.
G. Perac e deus gourc’hemennet an Ilis yun an Daouzec-Deïou ?
R. Da guenta, evit consacri da Zoue ar pevar amzer eus ar bloa, d’an eil,