Pajenn:Catechis, 1814.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

An drede, rac ma eo en Ofern ar Barres e tesq peb hini an deverou christen dre ar Proniou hac an Instruccionou a rer eno.

G. Ar pennou e pep tieguez hac-hi so obliget da lacaat tud o zi da vont da Ofern ar Barres ?

R. Ya, obliget int, hervez o galloud, d’ober dezo mont oll d’ar Barres, pep-hini d’e dro, hervez intancionou an Ilis.




AN DEIRVET QUENTEL.
Var an drede hac ar beyare Gourc’hemen.


G. PEtra ordren an Ilis deomp-ni dre an drede Gourc’hemenn : Coës a ri viana ur veich er bloa hep nac’h netra ?

R. Ordren a ra deomp coës hor pec’hejou, da viana ur veich er bloa, gant an disposicionou necesser.

G. Da be oad eo obliget pep-hini da goës ?

R. Pa eo capabl da offanci Doue, ha da gaout anaoudeguez en deus e offancet, da lavaret eo, var dro seiz vloa.

G. Petra dleer da sonjal eus ar re ne goëssaont nemet ur veich er bloa.

R. En em lacaat a reont en danger d’ober goal Goëssionou, hac ur merc eo ez int lezirec en affer o silvidiguez.