Pajenn:Catechis, 1814.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

evit goul oc’h Doue Beleyen santel.

G. Perac e deus gourc’hemennet an Ilis yun an de diaroc lod eus ar Goueliou ?

R. Evit hon disposi dre ar binigen da santifia ar Goueliou-ze.

G. Perac e deus ordrenet an Ilis yun ar Choraïs ?

R. Evit ober evel hor Salver, pehini a yunas daou-uguent de, hac evit hon disposi da dremen Goueliou Pasq e doujanç Doue.

G. Piou so obliget da yun ?

R. Ar re so ur bloa varn-uguent fournis, nemet ur ræson vat o deffe.

G. Piou so dispancet gant an Ilis da yun ?

R. An dud clan, ar groague brases, ar maguereset, hac ar re o deus ul labour boanius ha necesser.

G. Ar re n’ellont quet ober ar yun het-a-het, da betra int-ii [sic] obliget ?

R. Obliget int d’e ober hervez o galloud.

G. Petra zifen an Ilis dre ar c’huec’hvet Gourc’hemenn : Na da Sadorn, na da Vener, Na zebri quic e nep amzer ?

R. Difen a ra dibri quic da Vener ha da Sadorn, hep necessite hac hep permicion.

G. Perac e reomp-ni vigil en daou zeves-ze ?

R. Evit enori Passion hac Enterramant