Pajenn:Catechis, 1814.djvu/38

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ar graçou eus a bere hon eus ezom, ha tremen gant devocion ar rest eus an deves ma hon eus communiet. An Actou-man so e fin ar C’hatechis.

G. Pere eo ar graçou a recevomp-ni dre ar Gommunion ?

R. Unissa a ra hon Ene gant Jesus-Christ, cresqui a ra ennomp graç Doue, ha diminui a ra an nerz eus hor goal inclinacion.

G. Da pe oad e tleer communia ?

R. D’an oad a zaouzec pe trizec vloa, mar caf ar Choëssour e ve mad an dra-se.

G. E pe amser eo ret da bep-hini communia ?

R. Ret eo communia da viana ur vech er bloas, da Basq, ha pa en em gaver e danger ar maro.

G. Ha mat eo communia alies ?

R. Ya, liessa ma eller dre avis ur C’hoëssour mat.

G. Petra a renquer da ober evit communia alies ?

R. Ret eo ober tri zra. Ar c’henta, ret eo beza hep pec’het marvel, ha caout ar galon distag dioc’h ar pec’het veniel. An eil, caout un desir bras da gommunia. An drede, derc’hel sujet ar pemp squiant naturel, trec’hi ar goal inclinacionou,