Pajenn:Catechis, 1814.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ha pratiqua ar vertuziou christen.

G. Petra dle ur C’hrouadur da ober evit en em zisposi d'e Gommunion guenta ?

R. Da guenta, dont hep manc d’ar C’hatechis, bea parfet enna, ha chelaou piz. D’an eil, bea devotoc’h en Ilis ha fu-roc’h er guaer. D’an drede, ober ur Goëssion general, mar be aliet gant ar Gouëssour.




AN EIZVET QUENTEL.
Var an Ofern.


G. PEtra eo an Ofern ?

R. Ur Sacrifiç e pehini Jesus-Christ en em offr evidomp da Zoue e Dad, dre zaouarn ar Belec.

G. Sacrifiç ac Ofern hag-èn zo ar memes Sacrifiç evel hini ar Groas ?

R. Ya, rac ma eo ar memes Jesus-Christ en em offr evidomp da Zoue e Dad ; mæs cousgoude en ur fæçon dishenvel.

G. Hag offri a rer Sacrifiç an Ofern dar Verc’hes ha dar Sænt ?

R. Salocraç, ne offrer an Ofern nemet da Zoue hepquen.

G. Perac e rer en Oferen memor eus ar Verc’hes hag eus ar Sænt ?

R. Evit trugarecaat Doue eus ar graçou