Pajenn:Catechis, 1814.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Pehini eo an eil ?

R. Ret eo tostaat oc’h an Daul sacr gant brassa modesti, brassa devotion, ha brassa respet ma ellomp.

G. Pet disposition so evit an Ene ?

R. Teir so dreist pep tra. Ar guenta, gout erfat Misteriou al Lezen Gristen hac ar pez so necesser evit Sacramanti. An eil, cahout ur galon pur ha distag dioc’h pep pec’het, da viana dioc’h pep pec’het marvel. An deirvet, tostaat oc’h an Daul-Fasq gant Feiz, Esperanç, Carante hac humilite. An Actou-màn so e fin ar C’hatechis.

G. Ar re a zeu da gommunia gant ur pec’het marvel bennac, hac ur pec’het bras a reont-y ?

R. Ya, ur Sacrileich horrupl a reont, ober a reont a neve torfet Judas pehini a drahissas hor Salver, ha torfet ar Jusevien pere er c’hrucifias.




AR SEIZVET QUENTEL.
Var ar Gommunion.


G. PEtra renquer da ober goude ar Gommunion ?

R. Ret eo adori Jesus-Christ, e druga-recaat, en em offri dean, gouil out-han