Pajenn:Catechis, 1814.djvu/34

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Groas var dal ar re a ve confirmet ?

R. Evit disqui deo ne dleont quet cahout mez evit ansao ar Feiz ha Croas Jesus-Christ.

G. Perac e ro an Escop ur façadic d'ar re a ve confirmet ?

R. Evit o c’helen e tleont bea disposet da anduri pep seurt injuriou evit Feiz Jesus-Christ.

G. Ha ret eo clevet ar pedennou a lavar an Escop quent ha goude ar Gonfirmacion ?

R. Ya, ha chom en Ilis quen na vo goude ar Venediccion general a ro an Escop, ha goude bea lavaret assambles ganta ar Gredo, ar Bater hag an Ave Maria.

G. Petra dleomp-ni da ober goude bea recevet ar Gonfirmacion ?

R. Ret eo ober tri zra. Ar c’henta, trucarecaat Doue da vea bet an enor da receo ar Speret-Santel. An eil, adori ar Speret-Santel, hag e bedi da chom en hor c’halon. An drede, miret ur vodesti vras, ispicial en devez ma zomp bet confirmet ,ha cundui ur vuhe santeloc’h.