Pajenn:Catechis, 1814.djvu/35

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ






AR PEMPET QUENTEL.
Var Sacramant an Auter.


G. PEtra eo Sacramant an Auter ?

R. Ur Sacramant eo, e pehini e ma e guirione, Corf, Goad, Ene ha Divinite hor Salver Jesus-Christ dindan an apparançou eus a vara ha guin.

G. Corf Jesus-Christ e Sacramant an Auter hag-èn so ar memes Corf en devoa guechal var an douar, hag en deus bremàn en En ?

R. Ya, guir Corf Jesus-Christ eo, ar memes hini en devoa var an douar, hag en deus en En.

G. Petra ententet-hu dre ar Speçou pe an apparançou a vara ha guin ?

R. Me entend ar pez a anaveomp dre hor squianchou naturel, evel al Liou, ar Figur hag ar Vlas.

G. Ar Bara hag ar Guin hag-hi a chom dindan an apparançou ?

R. Salocraç, ar Bara hag ar Guin so senchet e Corf ha Goad hor Salver dre gomsou Jesus-Christ prononcet gant ar Belec en Oferen.

G. Ha neus nemet Corf Jesus-Christ dindan ar speç eus a vara, ha nemet