Pajenn:Catechis, 1814.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

R. Teir so. Ar guenta, bea var yun, mar be yac’h , ha mar be roet ar Gonfirmacion dioc’h ar mintin. An eil, bea guisquet deread , ba bea goalc’het an daouarn hag an tal. An detrvet, bea parfet ha modest.

G. Pet disposicion so evit an ene ?

R. Teir so. Ar guenta, gout erfat Misteriou ar Feiz, hag ar pez so necesser evit bea confirmet. An eil, cahout ur goustianç pur, da viana eus a bep pec’het marvel. An deirvet, renouveli promessaou ar Vadiant, ha cahout un desir bras da receo ar Speret-Santel.




AR BEDIRVET QUENTEL.
Var ar Gonfirmacion.


G. PEtra a ra an Escop pa ro ar Gonfirmacion ?

R. Da Guenta, ec’h asten e zaouarn var ar re a dle bea Confirmet, bag e ped ar Speret-Santel da zisquen varneo.

G. Hac ober a ra c’hoas an Escop un dra all bennac, pa ro deo ar Gonfirmacion ?

R. Ya , ober a ra Sin ar Groas, gant an Oleau sacr var o zal, ha rei deo ur façadic.

G. Evit petra e ra an Escop Sin ar