Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
R. Ya, nemet ar Vadiant, ar Gonfirmacion hag an Urz, pere n’aller receo nemet ur vech, rac ma imprimont caracter.
G. Petra eo ar c’haracter-ze ?
R. Ur merc spirituel scrifet en Ene, pehini ne ell quet bea effacet, ha dre pehini omp consacret da Zoue en ur fæçon special.
G. Pet Sacramant-zo ?
R. Seiz : ar Vadiant, ar Gonfirmacion, Sacramant an Auter, ar Binigen, an Nouen, an Urz hag ar Briedelez.
AN EIL QUENTEL.
Var ar Vadiant.
G. PEtra eo ar Vadiant ?
R. Ur Sacramant eo pehini a effaç ar Pec’het original, hag hor gra bugale da Zoue ha d’an Ilis.
G. Da betra en em oblijomp-ni dre ar Vadiant ?
R. Da gredi e Jesus-Christ, ha da heulia e exemplou.
G. Da betra e renonçomp-ni en hor Badiant ?
R. D’an Drouc-Speret, d’e bombançou ha d’e euvrou.