Pajenn:Catechis, 1814.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Petra eutentet-hu [sic] dre bombançou an Drouc-Speret ?

R. Me entend ar c’hustumou fall ha vaniteou ar bed.

G. Petra ententet-hu dre euvrou an Drouc-Speret  ?

R. Me entend an oll bec’hejou, ha quement tra a zoug d’ar pec’het.

G. Penaus e renquer rei ar Vadiant ?

R. Ret eo scuilla dour naturel var benn an hini a vadeer; hag an hini a scuill an dour a dle lavaret er memes amser : Me ha pade, en hano an Tad, ar Map, hag ar Speret-Santel.

G. Var pehini eus ar memprou e renquer scuilla an dour evit badea ?

R. Ret eo scuilla an dour var ar penn, pe ma na aller quet, var unàn eus ar principala memprou.

G. Ma ne douch an dour nemet oc’h bleo ar penn, pe oc’h an dillat, ha mat ê ar Vadiant ?

R. Salocras, ne ve quet mat ; ret eo e touche an dour oc’h crochen an hini a vadeer.

G. Ha necesser eo ar Vadiant evit bea salvet ?

R. Ya , necesser eo.

G. Piou a ell badea ?