Pajenn:Catechis, 1814.djvu/29

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


fin ar bed evit birviquen Eneou an dud varo gant ar c’horfou o deus bet var an douar.

G. Petra sinifi an Articl divea eus ar Gredo : Ar vuhe eternel ?

R. Da lavaret eo, goude ar Varn general, e vezo eürus eternelamant an dud just er Barados ; hag ar re gollet a vezo maleürus eternelamant en Ifern.




AR BEVARE CHABIST.
Var ar Sacramanchou.


AR GUENTA QUENTEL.
Var ar Sacramahchou e general.


G. PEtra eo ar Sacramant ?

R. Ur Sin sclær hag anat instituet gant hor Salver Jesus-Christ evit hor santifia.

G. Penaus e teu ar Sacramanchou d’hor santifia ?

R. Oc’h ober deomp bea participant e meritou Passion ha Maro Jesus-Christ.

G. Hag ur pec’het bras eo receo ar Sacramanchou hep bea disposet mat ?

R. Ya, ur sacrilech eo, da lavaret eo, e profaner un dra sacr.

G. Hag-en a aller receo alies ar Sacramanchou ?