Pajenn:Catechis, 1814.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





AR SEIZVET QUENTEL.

Naovet Articl. Communion ar Sent.

Decvet Articl. Remission ar Pec’hejou.

Unnecvet Articl. Resurreccion ar C’hic.

Daouzecvet Articl. Ar vuhe eternel.


G. PEtra ententet-hu dre Communion ar Sænt ?

R. Me entend eo commun etre ar Gristenien ar madou spirituel eus an Ilis.

G. Perac e hanvet ar Gommumion-ze : Communion ar Sænt ?

R. Rac ma eo an oll Gristenien galvet gant Doue evit bea Sænt, ha ma zint consacret da Zoue dre ar Vadiant.

G. Pere eo ar madou spirituel eus an Ilis ?

R. Ar Sacramanchou, an Ofern, Euvrou mat ar Gristenien, o Fedennou, ha Pedennou ar Sænt so en En.

G. Petra sinifi ar c’homsou-màn : Remission ar Pec’hejou ?

R. Ar c’homsou-ze a sinifi en deus roet Jesus-Christ d’e Ilis ar galloud da effaci pep seurt Pec’hejou dre ar Sacramanchou.

G. Petra sinifi an Articl-màn : Resurreccion ar C’hic ?

R. An Articl-ze a sinifi en em unisso da