Pajenn:Catechis, 1814.djvu/117

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
113
Pedennou epad an Ofern.

n’ouffen quet fazia ; mar distroan diouti en distera tra, n’eus nemet danger evidoun.


Epad an Aviel.


Hoc’h Aviel, ma Doue, a dle beza ar reglen eus ma buhe. Mæs ha n’ê quet abalamour dezan e vin-me condaounet ? Me oar a pez a fell deoc’h ha ne ràn nemet ar pez a fell din. Gourc’hemenn a ret din ho caret hepquen, ha ne garàn nemedoun ma-unan. Evit hoc’h heulia, ret eo anduri, hac an distera poan am diconfort. Evit erruout betec enoc’h, ret eo querzet gant courach, hac e languissan dre an diegui hac al lesireguez. Evit gounit ar Barados, e fell deoc’h e combaten, hac em eus aon rac an distera peril. Doue oll-galloudec, scrifet don em c’halon ho Lesen santel, hac an obligacion am eus d’he heulia. Moderet ar garante foll am eus evidoun ma-unan, grêt din caout mez da veza quen damantus , roet din courach a enep ma adversourien.


Epad ar Gredo.


Ne guivin netra diæs, mar en em abandonan da sclerigen ar Feiz. Ar sclerigen-ze, Doue oll-galloudec, a fell din da heulia hep heana hac e pep tra. Ma Feiz bete breman so bet ur Feiz anter-varo. Ma speret disent ha bar-boëllic n’en deus pleguet dindan hoc’h autorite, nemet en despet dezan. Re a liberte en deus e gollet ; mæs hirio e lamman digantan e liberte, e gontraign a ran da senti ouzoc’h, ha birviquen

H