Pajenn:Catechis, 1814.djvu/118

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
114
Pedennou epad an Ofern.

mui n’ho quitaï. Credi a ran quement tra a c’hourc’hemen an Ilis din da gredi. Prest oun da rei ma goad ha ma buhc evit difen ar Guirioneou caër, ar Guirioneou santel eus hoc’h Aviel.


Pa offr ar Belec ar Bara hac ar guin.


Recevet, ma Doue, ar sacrifiç a ran deoc’h eus a quement mad am eus, hac eus ac’hanoun ma-unan. Pliget gueneoc’h sellet a drue oc’h ma offranç, abalamour d’an offranç santel a ra ar Belec deoc’h.

Pa oualc’h ar Belec e zaouarn

.


Mæs birviquen ne bligeo deoc’h ma offranç, ma ne deo pur dirac ho taoulagat. Ma goualc’het, ma Salver, gant an dour eus ho craçou. Effacet eus ma ene an tachou dangerus en deus leset ar pec’het enni, ha grêt din poania ma-unan d’en em burifia dre ur guir binigen, ha dre an dazrou eus ur glac’har santel.

Goude an Orate Fratres.


O bed miliguet ! perac em eus-me chelaouet da vouez, hac heuliet da gustumou ? Laëret ec’h eus ma c’halon pehini ne voa quet grêt evidout. Quer ponner ec’h eus e rentet dre desirou an douar, n’en deus quet bet an nerz da sevel bete un Doue leun a vadelez ; pehini hepquen a dle ober e oll joa hac e oll esperanç. Mæs hirio, Bed maleürus, e tennan