Pajenn:Catechis, 1814.djvu/116

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
111
Pedennou epad an Ofern.

a zistro ouzoc’h a galon, ha dre ho trugare ma recevet etre ho tivrec’h.


Epad Kyrie eleïson.


Ho pêt truez ouzin, ma Doue, pa fell deoc’h silvidiguez ma ene. Ho pêt truez ouzin, pa c’houllàn ho sicour dre ma dazrou. Ho pêt truez ouzin, p’en em gavan e creiz an tourmant, rac collet e vin ma n’em sicouret quet.


Epad ar Gloria in excelsis.


Doue, leun a c’hloar, grêt din ober var an douar ar pez a ra an Elez er Barados. Grêt ne zigoro ma guenou nemet evit cana ho meuleudiou, ha discleria ho madelezou. Grêt din rei da anaout d’ar bed oll ar garante hoc’h eus bet evit map den p’oc’h eus goualc’het e pec’hejou gant goad ho map hoc’h-unan.


Epad an Oræsonou.


Ra blijo deoc’h hor pedennou dre veritou hor Salver carantezus. Ra bigno bete an trôn eus ho cloar desirou an Ilis, ha ra vint recevet mat. Ra zisquenno em c’halon en abondanç ar graçou a c’houll an Ilis ouzoc’h evit ar bec’herien.


Epad an Abostol.


Roet din, ma Autrou, ho sclerigen hoc’h-unan : pellaet diouzin an devaligen e pehini emaoun. Ra vezo ho polonte ma sclerigen e quement tra a rin epad ma buhe. Mar e heulian,