Pajenn:Catechis, 1814.djvu/112

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
108
Pedennou abars ar Gommunion.


Actou a Zezir


Evel ma clasq ar c’haro dour,
Hag un den squis fin e labour,
M’em eus ur c’hoant bras em ene
Da gaout ar feunteun a vuhe.

O Tad eternel, ma c’hrouer,
Digacet ho map ma salver :
Guerc’hes Vari, mam druezus,
Grêt din receo ho map Jesus.

O ma El-mat ha ma Faëron,
Goal sempl oun, pedet evidon ;
Sicouret ma sempladurez
Da vont d’ar guir dour a vuhez.





PEDENNOU
Goude ar Gommunion




Act a Adoracion.


Doue eternel, leun a c’hlouar,
Crouer an en hag an douar,
M’hoc’h ador breman em c’halon
Gant resped ha devocion.


Act a Drugare


Ma Salver, ne veriten quet
An enor d’ho tiguemeret :
Penaus hoc’h eus-hu bet priset
Disquen en ur c’halon souillet ?

Penaus illin-me, ma Doue,