Pajenn:Catechis, 1814.djvu/113

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
109
Pedennou goude ar Gommunion.


Trugarerat ho majeste ?
Ne velan netra em ene
Nemet pec’het ha paourente.

Ra vezo da jamæs meulet
Gant quement tra a so crouet,
Rac m’hoc’h eus bet ar vadelez
Da visita ur pec’her quez.


Act a Garantez


A greis ma c’halon, ma Doue,
M’ho car hag ho caro bemde,
Abalamour ma veritet
Dreist pep tra oll beza caret.

Me gare, Jesus, ho caret
Evel ar Sænt hag an Ælet ;
Mæs sioas din, pa ne allan,
Eus va oll galloud ho caran !

P’hoc’h eus ma c’haret, ma Doue,
Me fel din ho caret ive ;
Hag en so den quer maleürus
Da veva hep caret Jesus !


Act a Ofranç


Me ofr em plaç, Tad eternel,
Jesus ma mæstr, ho map santel
E gorf, e oad, e c’houliou,
Evit hoc’h oll madelezou.

Me ofr c’hoas eus va faourente
Ma c’halon, ma c’horf, ma ene ;
N’o dispriset quet, ma c’hrouer,
Petra bennac ma int dister.