Pajenn:Catechis, 1814.djvu/111

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
107
Pedennou abars ar Gommunion.


Dre ho trugare, ma Autrou ;
Pardoni a ran en efet
Ar re o deus ma offancet.


Actou a Fianç.


Pebes joa a sao em c’halon,
Pa dosta ar Gommunion,
O sonjal ema ma Salver
Er Sacramant eus an Auter.

Me oar oun bet ur Map ingrat,
Mæs Jesus a so un Tad mat,
Pa zeu davedoun e-unan,
Pep seurt graçou a esperan.

Mont a ran eta, ma Jesus,
D’ho cahout, ma Zat carantezus,
Evit gallout en em oüalc’hi
Gant ar Goad eus ho pemp Gouli.


Actou a Garante.


A greis ma c’halon, va Doue,
M’ho car hag ho caro bemde,
Abalamour ma veritet
Dreist pep tra oll beza caret.

Me gare, Jesus, ho caret
Evel ar Sænt hag an Ælet,
Mæs, siouas din, pa ne allàn,
Eus va oll galloud ho caràn.

P’hoc’h eus ma c’haret, ma Doue
Me fell din ho caret ive :
Hag en so den quer maleürus
Pa veva hep caret Jesus !