Adieu d’oc’h hano mad ;
Ho talanchou zo collet,
Ho sclerigen eclypset,
Düet oc’h oll eclat.
Ur mad all precius
Ar yec’het ar vue,
Dre ho tebauch mezus
A berisso ive.
Penaos herzel o vezvi ?
Hirio leun bete crevi,
Ar rest eus ar sizun
Hep mui esquen da veva,
Distrounquet, beac’h treïna,
Rancout glaouri o yun.
A bed goall accidant
A bed barrad clènvent,
Continuellamant
Dre ar guin arrüet ?
Darn a zo beuzet mezo,
Darn en hent cavet maro,
Sclacet gant ar riou ;
Darn all o gouzouc torret,
Darn gant all lamou brevet,
Massacret à daolyou.
Ne de quet heb rèsoun
E lavar ar Scritur,
E za da anaoun
Abars poent an natur,
Cals a dud unicamant
Dre o mesventi gourmant ;
Allas ! pa ve à zir
Pe à ziamant calet,
Ur c’horf evelse tretet
N’ouffe quet padout hir.