A golleur choas ive,
Me goms eus an enor ;
Allas ! m’ar douc’h ur mezyeur,
D’eus ac’hanoc’h pa gomseur ;
Paour queas, great eo ho trô.
N’ouc’h nemet un divezet
Gant peb-unan dispriset,
Mez, fablen, c’hoars ar vrô.
Pèbez direolamant
E touez Christenyen !
Heaul eus ar firmamant,
Cuzit ho sclerigen ;
Ouzoc’h e comzan, merc’hed,
Mez a meus o lavaret
Ur vaoues mezyeres,
Mezyeres ! ô vileni !
Piou a gredte’ve hini,
Ma n’er guellet bemdez ?
Gueichal-goz hon Tadou
Tud experimantet
Dioud ar pronosticou,
O deus e lavaret ;
Bez’eus tri zra, emezo,
Da zisfizyout anezo
Techet bras da voal fin ;
Heaul a zavo re vintin
Merc’h a vouezo al latin ;
Grec a garo ar guin.
Bezit den à squiant,
Huel à galité ;
O ped pep seurt talant
Pep seurt habilite ;
Bezit goas, bezit maoues,
M’ar d’ouc’h mezyeur, mezyeures