Mont d’an endalc’had

Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/86

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
82
Canticou spirituel



Goude tout coll danvez
A zo ur c’holl dister ;
An enor, ar vuez
Zo traou à ver-amzer ;
Ar c’holl bras, o va Doué,
Eo ar c'holl eus an ene,
Malheur ar malheuriou,
Chètu couscoude certen
An effet, hac an termen
Eus ar mezventiou.

Penaos biquen-jamès
En-em saveteï ?
Dre natur eo mêmès
Pec’het marvel mezvi.
Ha veac’h divlam à hent-all,
Defot ebet, na tech fall ;
Quen viç nemet mezvi ;
Ar vezventi e unan
O taolo e creis an tan
Da viquen da zevi.

Mès ar viç-mâ fatal,
Ouc’h pen ma zeo pec'het
Zo ur viç capital
Gant cant viç all heulyet ;
lmpiete, goal langach,
Laëronci, libertinach,
N’eus netra quen indin,
N’eus torfet quen detestabl
Ne deo anezan capabl
Ur mezyer dre ar guin.

En andret e Zoue
Difeis, ha direspet,
A veac’h de- Vajeste
E rent dever ebet.