Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/190

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



24.

Da oll bardonniou ar Folgoët
Deja o devoe accordet
Da jamæs cant devez pardon
D’an oll belerinet guirrion.

25.

Ar pardonniou principalla
A celebrer en Ilis-mâ :
E mis eost, ar sûl qenta ;
Er mêmèz mis, guel Maria .

26.

D’an eisvet à vis goengolo
E teu pelerin à beb-bro,
Ennez eo deiz ar pardon-bras :
Mari en deiz-ze a c’hanas.

27.

Oh pebez dudi eo guelet
Processionou caër-meurbet
O tond d’ar Folgoët en deiziou-ze,
Evit saludi Mam Doue !

28.

Processionoù Lesneven,
Re Plouzeniel a Sant-Even,
Re Ꝃnouez ac an Drennec,
Ac ive re Tregarantec.