Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/191

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



29.

Tad clan, tad infirm, impotant,
C’hui, pere a guez e drouc Sant,
A c’hui, graguez paour poagniet,
Da Vari-ta en-m voestet.

30.

Er brezellou, var ar mor don,
E creiz an danger, an drahison,
N’ouffac’h qet ober gueloc’h tra
Vît d’ar Folgoët en-em voesta.

31.

Ar branellou a zo chomet
Ac a veler c’hoas er Folgoët,
N’ellont beza nemet mercou
Euz e faveur, e miraclou.

32.

Deut-età oll, à vir galon,
Deut oll gant guir devotion,
Deut d’ar Folgoët da bardona,
Deut da vari d’en-em voesta.

33.

Deut c’hui pere ne ouzoc’h quet
Da besseurt stad e zoc’h galvet :
Er Folgoët, an Itron Varia
A zesqo deoc’h an hent surra. Amen.