Mont d’an endalc’had

Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/189

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



19.

Euz ar moment-ze, cals duqet,
Duqezet, princet, princezet,
D’ar Folgoët zo deut da bardona,
A da Vari d’en em voesta.

20.

Ac ar pez en deus c’hoas tennet
D’ar Folgoët cals pelerinet,
Eo an indulgeançou caër
Enni qer stancq a chonezer.

21.

Er Folgoët mêmès indulgeanç,
A c’hraçou mêmèz abondanç,
Vel zo è Rôm a indulgeançou
En eur ober e stationou.

22.

Ouspen an indulgeançou-ze
Accordet oll gant Jûl trede,
Cals a re-al a gaffen c’hoas
Fontet aman gant tri Bap bras.

23.

Cetu-int amân an tri Bap-ze,
Dalc’hit sonch mad : Sixt pevare,
Innoçant eis a Leon decvet,
O zri d’ar Folgoët devouet.