Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/188

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



14.

Mæs Doue, à bini ar gallout
A deu, pa gar, à ben à dout,
Evit lezel exempl a squer,
A brouv vertus e zervicher.

15.

Eur fleurdilizen gaër-meurbet
Euz ar bez souden zo savet,
A var e deillou ar chomzou-mâ
O Mari ! Ave Maria.

16.

Eur seurt miracl eur vech brudet,
Tud a bep bro zo diredet :
Tud simpl, a noblanç , a bœleyen,
A velet o tond à vanden.

17.

Enô da Vari eun Ilis
Batissa, oll ezint avis,
E memor ac e testeni
Ar miracl-ze græt dre enni.

18.

An duc à vreiz gant ardeur vras
De batissa en-em bressas ;
An Ilis savet a zo anvet :
Itron Varia ar Folgoët.