Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/187

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



9.

E qeit a ma c’hen-em ige
Ous ar brancq guezen evel-ze,
O ! ô ! ô ! ô ! ô ! ô Maria !
E vige clevet o cana.

10.

An dud divardro a grede
E ranqe bea sot an den-ze,
Ac etrezo n’er galvent oll,
Partout nemet Salaun ar foll.

11.

Erfin, decedet p’er c’haf-jont,
En anterri a zecid-jont
Dindan o vezen, dre n’allent qet
En laqât, emezo, er veret.

12.

Nac e binigennou calet,
Nac e oræzon qer brudet,
Tra, emezo, ne doant oll
Nemet ar merq euz eun den foll.

13.

Bref, n’er c’havont quet din a gren
Da vea anterret e christen,
Ac eno en douar ractal.
Er plantont evel ar chatal.