Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/186

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



4.

Ave Maria, emezan,
Selaouit-ta mad anezan,
Selaouit : Ave Maria,
Salaun a zeppre bara.

5.

Cetu e beden ordinal :
Credabl ne vouie hini al ;
Er fæçon-ze, dre Lesneven,
Eo e choulle an aluzen.

6.

E c’hars eur feunteun, eul lochen,
Savet a zindan eur vezen,
A serviche de logeiz
E pep amser, nos a deiz.

7.

Eno cousqet var ar c’halet,
Oc’h imita an hermitet,
Divar bara a dour e veve,
Eb jamæs qen magadure.

8.

Evit gallout en-em doman,
P’en-em zante rivet er goan,
A ispill oc’h eur brancq neuse
C’hen-em vransqelle a zoare.