Mont d’an endalc’had

Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/185

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



CANTIC AR FOLGOËT.


————


Var don : Guers Lo-Christ an izelvet.


1.

D’ar sûl araoc guel an oll Sent,
Er blavez dec-a-tri-uguent.
Euz ar pevarzecvet canvet,
Comprenit-en mad, Bretonet :

2.

E tecedas Salaun ar foll,
Casseet, rebutet gant an oll,
Tretet a zot, disquiantet,
Eb croas, na belec anterret,

3.

Gouscoude e vuez a voa bet
Eur squer, un exempl vad bepret :
Yun, cousqet var an douar yen
Ac humbl goulen an aluzen.