(S. Vaze, XII, 15-21 ; X, 2-4 ; S. Marc, III, 7-19 ; S. Lucas, VI, 12-19).
Jesus, o c’houzout an dra-ze, a belleas ac’hano
hag a en em dennas er mezou a zo var ribl
al lenn. Heuliet e oue gant foul he ziskiblien
ha gant eun niver bras a dud diredet euz ar
Galilee, ar Judee, Jerusalem, an Idumee hag
ar vro en tu all d’ar Jourden. O clevet ar pez
a rea, e teue ive bandennadou bras euz broiou
ar mor, euz Tyr hag euz Sidon. Deut oant evit
he zilaou ha beza pareet deuz ho c’hlenvejou.
Jesus a lavaras d’he ziskiblien lakaat eur vag
dindan he zorn, gant aon ne vije goasket gant
ar foul. Rag hen a baree eun niver bras a dud,
en hevelep doare ma c’hen em daole varnhan
kement hini a ioa gouliet evit touch outhan,
abalamour ma teue anezhan eun nerz hag a
roe ar pare d’an holl. Hag ar sperejou hudur,
pa velent anezhan, a stoue dirazhan hag a ioue
en eur lavaret : « C’houi eo Mab Doue. » Mes
difen a rea outho, gant gourdrouzou bras, discuill
anezhan. Ouz he ziskiblien ive e tifennas
he zizelei. Evelse e teue da vir ar pez hen doa
lavaret ar prophet Isaias : « Setu va jervicher
am eus dibabet, va muia-caret a zo ennhan
plijadur va ene. Me ’ lakeio varnhan va Spered,
hag e tisclerio ar justis d’ar boblou. Ne
rendaelo ket, ne iouo ket, ne vezo ket clevet