Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

he vouez var al leuriou-kear. Ne dorro ket ar gorzen bleget, ne vougo ket ar vouchen a zivoged, beteg m’han dezo roet an treac’h d’ar justis. Hag ar boblou a lakeio ennhan ho esperans. »

En deveziou-ze, Jesus a ieas var eur menez da bedi hag e tremenas an noz er beden dirag Doue. Pa darzas an deiz, e c’halvas d’he gaout he ziskiblien, ar re a felle d’ezhan, hag e teujont. Dibaba ’ reas daouzeg en ho zouez evit chom en he gompagnunez ha beza casset ganthan da brezeg. Henvel a reas anezho Ebestel, da lavaret eo, Cannaded, ha galloud a roas d’ezho da barea ar c’hlenvejou ha da gass kuit an diaoulou. Setu ama ho hanoiou : da genta Simon, hanvet ganthan Per ; Andre he vreur ; Jakes ar major, mab Zebedee, ha Iann, he vreur, a lezhanvas ho daou Boanerges, da lavaret eo, bugale ar gurun ; Philipp, Barthelemy pe Nathanael , Maze pe Levi, ar publican, ha Thomas ; Jakes ar minor, mab Alphee ; Simon ar c’hananad ; Thaddee, hanvet ive Jud, breur da Jakes ar minor ; ha Judas Iscariot, a oue treitour.


————