Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

vadezes, ma n’out ket ar C’hrist, nag Elias, nag ar Prophet ? » lann a respontas : « Me a vadez en dour ; mes en ho touez ez eus unan ne anavezit ket ; hen a dle dont var va lerc’h. Lakeat eo huelloc’h egedon : n’oun ket din da ziliamma lassou he voutou. »

An traou-man a dremenas e Bethanii ar Peree, ha n'e ket e Bethanii ar Judee, en tu all d’ar Jourden, el leac’h ma roe Iann ar Vadiziant.

Antronoz, Iann a velas Jesus o tont d’he gaout hag e lavaras : « Setu Oan Doue : setu an hini a lam pec’hed ar bed guelloc’h eged an oan a vez sacrifiet bemdez e Jerusalem. Heman an hini em eus lavaret divar he benn : var va lerc’h e teu unan a zo lakeat huelloc’h egedon, rag em raog edo. Ha me ne anaien ket anezhan dre eur sin euz an env [1] ; mes evit ma vije discuezet en Israel, ez oun deut da vadezi en dour. »

Ha Iann a roas testeni evelhen : « Guelet em eus ar Spered o tisken euz an env evel eur goulm, hag e chomas varnhan. Ha me ne anaien ket anezhan. Mes an hini hen deus digasset ac’hanon da vadezi en dour a lavaras d’in : an neb ma veli ar Spered o tisken hag o chom varnhan, hennez a vadez er Spered-Santel. Hogen, guelet em eus ha roet em eus testeni ez eo Mab Doue. »


————
  1. Hervez an doctored. Cf. Fillion, in Mat III, 14.