Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

Mab da Zoue hag e c’hoantee her gouzout, hag e lavaras d’ezhan : « Ma ’z oc’h Mab Doue, lavarit ma teuio ar mein-ze da veza bara. » Jesus a respontas d’ezhan : « Scrivet eo : an den ne vev ket ebken deuz bara, mes deuz peb ger a zeu euz ginou Doue. » Neuze an diaoul a zougas anezhan da Jerusalem, ar gear zantel, hen lakeas var lein an templ hag a lavaras d’ezhan : « Ma’z oc’h Mab Doue, en em daolit d’an traon ; rag scrivet eo : kemennet hen deus d’he elez divar ho penn evit ho tiouall, hag e tougint ac’hanoc’h en ho daouarn gant aon na stokfe ho troad ouz ar mean. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Scrivet eo ive : ne denti ket an Aotrou da Zoue, ne c’houlenni ket eur burzud eb ezom. »

An diaoul he zougas c’hoaz var eur menez huel bras, hag en eur predic, e tiscuezas d’ezhan holl rouanteleziou ar bed gant ho sked, hag e lavaras d’ezhan : « Me a roio d’ehoc’h ho galloud holl hag ho sked, rag etre va daouarn int lakeat, ha me ho ro d’an hini a garan. Me ’ ro d’ehoc’h an holl draou-ze, ma stouit dirazon ha ma c’hadorit ac’hanon. » Neuze Jesus a lavaras d’ezhan : « Adrenv, Satan ! Rag scrivet eo : te ’ adoro an Aotrou da Zoue ha ne jervichi nemethan. »

Pa oue echu an holl dentation, an diaoul a ieas kuit diouthan evit eun amzer. An elez a dosteas hag e servichent anezhan.


————